Do it yourself

1942, ur paotr eus Texas o sevel ur c'harr-nij bihan drezhañ e-unan gant sikour ur plac'hig.

Do it yourself (DIY) zo un doare da sevel, kemmañ pe reizhañ traoù hep bezañ sikouret end-eeun gant un arbennigour pe un den a vicher. Hervez studiadennoù skolveuriek e c'haller displegañ an DIY evel doareoù d'ober "Lec'h ma vez an hiniennoù oc'h implij dafar diaoz pe dost evit produiñ, treuzfurmiñ, pe adsevel objedoù perc'hennet, e-touez ar re-se ar re tennet eus an natur (gwelet landscaping)". Ar mammennoù o tegas implij an DIY a c'hell bezañ lies. Reoù a zo ekonomikel (marc'had-mat, un objed deuet da vezañ ral-tre, perzhioù fall reoù an industrielezh, ar rediñ da gemmañ), gellout a ra bezañ ivez ur c'hoant da hiniennelat un objed (doare hengounel, kreñvaat an nerzh, identelezh ur gumuniezh, un objed hiniennel da vat).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search